Loch Nis
Loch Nis (gouezeleg: LFE [l̪ˠɔxˈniʃ]; Loch Ness e saozneg, distaget [ˌlɒx ˈnɛs]) a zo ul loc'h vras dour dous en Uheldirioù Bro-Skos. Emañ er mervent da gêr Inbhir Nis. 37 km a hed a zo dezhi, hag an eil vrasañ eus loc'hoù Skos eo dre he gorread (56,4 km²), war-lerc'h Loch Laomainn, gwall zon eo ivez gant 227 m (donder etre: 132 m), ha n'eus nemet unan a-gement a vefe donoc'h egeti (Loch Mhòrair). Abalamour d'an donder-se eo al loc'h ar muiañ a zour enni, ha kement a zour a vije enni hag en holl lennoù Bro-Saoz ha Kembre lakaet a-gevret. Du-du eo he dourioù abalamour da daouarc'h ar vro. Emañ al loc'h a-hed ar Gleann Mòr, ha dre eno e tremen ar Ganol Galedonian. Gwall vrudet eo al loc'h dre ar bed a-bezh abalamour d'un euzhvil a vije o vevañ enni, euzhvil al Loch Nis, lesanvet Niseag (Nessie e saozneg).
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ravenna 10833 ː CERTISNASSA
- Buhez Sant Columba, II, 19 & II, 21 ː fluvium Nesam / ad lacum fluminis Nisae
Talvoudegezh ː
- Certis ː sur-awalc'h ul luzierezh gant anv ur stêr all.
- Nassa ː diouzh ur wrizhienn *ned-, hag e dalv evit stêr (e sanskrit), gleb (e germaneg ha gregach)[1]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn diwar-benn al Loch Nis, pennskrivagner Tony Harmsworth
- Lec'hienn Loch Ness Project Research, Pennskrivagner Adrian Shine
- Lec'hienn Loch Ness Investigation, Pennskrivagner Dick Raynor
- Luc'hskeudennoù eus Loch Nis
- Bezañ heñchet el Loch Nis
- Tro Loch Nis hag an trowardroioù
- ↑ A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.